Alan Stivell an alarc h le cygne

Seleccione el idioma para traducir esta letra

Eun alarc'h, eu alarc'h tramor
War lein tour moal kastell armor
Dinn, dinn, daoñ, d'an emgann
O,dinn, dinn, daoñ!d'an emgann ez an
Neventi vat d'ar vretoned
Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued
Erru ul lestr e pleg ar mor
E oueliuù gwenn gantañ digor
Digouet an aotrou Yann endro
Digouet eo da ziwall e vro
D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued
A vac'hom war ar Vretoned
Ken e laosker ur youc'adenn
A ra d'an aod ur grenadenn
Ken e son ar menezioù Laz
Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas
Ken e kan laouen ar c'hleier
Kant lev tro-war-do, e pep kêr
Deut eo an heol, deut eo an hañv
Deut eo en-dro an aotrou Yann
An aotrou yann a zo oaotr mat
Ker prim e droad hag e lagad
Laezh ur Vreizhadez a sunos
Ul laezh ken yac'h evel gwin koez
Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell
Ken e vrumenn an neb a sell
Pa c'hoari kreñv e tarc'h
Ken e taouhanter den ha marc'h
Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug
Dao warne, ai'ta bug-o bug
Neb a droc'h 'vel e troc'htez-te
N'en deus aotrou nemet Doue
Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat
Arsav na truez, gwad oc'h gwad
Itron Varia Vreizh, skoaz da vro
Fest 'erbedenner, fest a vo
Darev ar foenn, piv a falc'ho?
Darev an ed, piv a vedo?
Ar foenn, an ed, piv a fako?
Ar roue 'gav gantañ'raio
Dont a ray a-benn ur gaouad
Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat
Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni
Ha gant ur falz aour da vediñ.
Mar plijje gant ar C'hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?
Mar plijje gant 'n aotroui roue
Daoust hag-eñ eo den pe Zoue?
Skignañ 'ra bleizi Breizh-Izel
O klevet embann ar brezel
O klevet ar youc'h, e yudont
Gant c'hwezh ar Challaoued e reont
En heñchoù, e-berr e welour
O redek ar gwad evel dour
Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi
Hag ar gwasi gwenn o neuiñ
Muioc'h a dammoù goaf, e skent
Eget e karnelioù ar vro
Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint
Betek deiz ar varn e c'hourve'int
Betek deiz ar varn hag ar feustl
Gant an Trubard a ren ar reustl
An diveradur eus ar gwez
'Ray dour benniget war e vez

ENVIAR CORRECCIONES